Distagadur al latin
Neuz
Anavezet mat eo distagadur al latin klasel abalamour da destenioù an oberourien.
- æ (divvogalenn) : da gentañ ae troet da ɛ (adalek an Eil kantved war-lerc’h JK
- au (divvogalenn) : au̯] ;
- c : k (kalet atav) ; er skridoù koshañ, hag en anvioù Caius ha Cnaeus, e veze skrivet c a veze distaget g ;
- ch : [kʰ ] (c’hwezhadennet, evel e gregach) ;
- g : [g ] (kalet atav) ;
- h : da gentañ [h ] (evel en saozneg hag en alamaneg) ha goude mut ;
- i : a gont evel vogalenn [i ] pe kensonenn [j ] ([jj] entre div vogalenn ) ; el levrioù skol, pa dalvez ikement ha [j ], e vez skivet j, ul lizherenn ne oa ket anavezet gant ar Romaned : I a skrivent atav ;
- m : [m ] ; a oa mut e dibenn ur ger (gant friadur ar vogalenn a oa dirak) ;
- œ (divvogalenn) : [oe̯] ha goude [eː ] (adalek an Eil kanved;
- ph: [pʰ ] (c’hwezhadennet, evel e gregach ) ;
- qu : [kʷ ] ;
- r : [r ] (ruilhet) ;
- s : a veze [s ] atav; ne oa ket eus ar son [z ] e latin ; war e lerc’h e oa troet da [r ];
- th: [tʰ ] (c’hwezhadennet, diwar ar gregach) ;
- u : a dalveze evit ar vogalenn [u ] hag ar gensonenn [w ] ; ar c’hemm etre u ha v na gaver nemet el levrioù skol. Gant ar Romaned ne veze nemet V e pep lec’h ;
- y : [y ] (diwar ar gregach) ;
- z : [zz] (hir ; diwar ar gregach).
Pep vogalenn (a, e, i, o, u, y) a c’halle bezañ pe hir pe berr.